Evit an hizivaat diwezhañ eus ar restr readme, gwelouthttp://www.openoffice.org/welcome/readme.html
Arveriadez ker, arveriad ker,
Titouroù pouezus diwar-benn ar goulev-mañ a endalc'h ar restr-mañ. O lennit aketus kent kregiñ gant ho labour.
Kumuniezh OpenOffice.org, atebeg war diorren ar meziant-mañ a fell dezhi ouzh ho pediñ da gemer perzh evel ezel ar gumuniezh. Mard oc'h un arveraid nevez, kit war lec'hienn OpenOffice.org evit gouzout hiroc'h war
http://www.openoffice.org/about_us/introduction.html
Lennit ivez ar c'hevrennoù amañ dindan diwar benn an doare da gemer perzh e raktres OpenOffice.org.
OpenOffice.org zo dieub evit bezañ arveret gant an holl (en o zouez, ar gouarnamantoù, arver evit an aferioù, ar c'helenn, arver prevez). Evit gouzout hiroc'h, lennit testenn al lañvaz roet gant OpenOffice.org pe http://www.openoffice.org/license.html
Kefluniañ reizhiad azgoulennet
Mar bez kejet kudennoù gant loc'hañ OpenOffice.org (dreist-holl gant Gnome) diarventennit argemm endro SESSION_MANAGER e-barzh ar shell arveret ganeoc'h evit lañsañ OpenOffice.org. Graet e vo an dra-se dre ouzhpennañ un arroudenn "unset SESSION_MANAGER" e penn derou skript shell ar burev kavet e kavlec'hiad "[office folder]/program".
Diaesterioù da loc'hañ OpenOffice.org (d.l.e. arsavioù ar goulevioù) evel kudennoù gant ar skrammañ a vez delusket gant lomanier ar c'hartennoù kevregat alies. Mar degouezho kudennoù, hizivait lomanier ho kartenn gevregat pe glaskit arverañ lomanier kartenn gevregat roet gant ho reizhiad korvoiñ. Diskoulmet e vez kudennoù da skrammañ ergorennoù 3M dre ziweredekaat an dibarzh "Arverañ an Open GL" dindan Ostilhoù - Dibarzhioù - OpenOffice.org - Skrammañ - Gwel 3M'.
Dalc'hit soñj ned ay ket en-dro an eilañ hag ar pegañ dre ar golver etre OpenOffice.org 1.x ha OpenOffice.org 3.1 gant mentrezh OpenOffice.org. Mar bez ezhomm, dibabit 'Embann - Pegañ arbennik' ha dibabit ur mentrezh disheñvel diouzh OpenOffice.org, pe digorit an teul e OpenOffice.org 3.1 end eeun.
Gwiriit mard ez eus esaou dieub a-walc'h e kavlec'hiad padennek ho reizhiad ha mard hoc'h eus ar gwirioù haeziñ evit al lenn, skrivañ hag erounit evit ar c'havlechiad-mañ. Kent luskañ ar staliañ, serrit an holl c'houlevioù all.
E OpenOffice.org e c'hallit arverañ berradoù klavier (kedaozadurioù stokelloù) diarveret gant ar reizhiad korvoiñ nemetken. Ma ne'z a ket en-dro ur c'hedaozadur stokelloù e OpenOffice.org hervez deskrivadur skoazell OpenOffice.org e c'hallfe ar verradenn-mañ bezañ arveret endeo gant ar reizhiad korvoiñ. Da ziskoulmañ kenniñvoù ar seurt-se, daskemmit, da skouer, ar berradoù despizet gant ho reizhiad korvoiñ. Daskemmañ an darn vrasañ eus ar berradoù despizet e OpenOffice.org a c'hallit ivez. Evit muioc'h a ditouroù diwar-benn an danvez-mañ, kit da lenn skoazell OpenOffice.org pe skoazell ho reizhiad korvoiñ.
E arventennoù dre ziouer OpenOffice.org ez eo ar prennañ restr diweredekaet. A-benn e weredekaat, despizit an argemmennoù amva dereat SAL_ENABLE_FILE_LOCKING=1 hag ezporzhit SAL_ENABLE_FILE_LOCKING. Diweredekaet eo bet an enankadoù endeo er restr skript soffice.
Kemenn : ar prennadur restr a c'hall krouiñ kudennoù mar arverit Solaris 2.5.1 ou 2.7 ha Linux NFS 2.0 a-gevred. Mard eo kinniget ar c'hefluniadur-mañ gant ho reizhiad, mirit ouzh arverañ an arc'hwel prennañ restr. En em c'hennañ a ra OpenOffice.org mar klaskit digeriñ ur restr adalek ur c'havlec'hiad sevel NFS gant un urzhiataer Linux.
Ho trugarekaat a reomp evit heuliañ an argerzhadenn izek evit marilhañ ar meziant e-kerzh e staliadur. Diret eo ar marilhadur met anaoudegezh hon defe ganeoc'h mar befe kemeret un tamm amzer a-benn henn ober rak skoazellet e vefe ar gumuniezh en he strivoù da arwellaat an heuliad meziantoù ha da respont end-eeun da ezhommoù an arveriaded gant ar stlennoù pourvezet. Da wareziñ ho roadennoù personel e vez arloadet gant ar gumuniezh OpenOffice.org ul leviadurezh dangelded strizh. Ma n'eo ket bet heuliet an argerzhadenn marilhañ e-pad staliadur ar meziant e c'hallot henn ober pa ho po c'hoant en ur vont d'ar bajenn
Erbedet oc'h da respont d'an enklask tonket d'an arveriaded hegerz enlinenn. Disoc'hioù an enklask a roy tu da OpenOffice.org da zespizañ herrekoc'h reoladoù o live uheloc'h a-benn profañ deoc'h ar remziad da zont eus an heuliad burevek. Da wareziñ ho roadennoù personel e vez arloadet gant ar gumuniezh OpenOffice.org ul leviadurezh dangelded strizh.
Da gaout skoazell a-fet an heuliad burevek OpenOffice.org 2.0, lennit an dielloù ma vo kavet respontoù ouzh goulennoù savet a-raok er rollad skignañ users@openoffice.org d'ar chomlec'hhttp://www.openoffice.org/mail_list.html. Mard eo gwell ganeoc'h, embannit ho koulennoù war ar rollad users@openoffice.org. N'ankounait ket d'en emskrivañ d'ar roll skignañ a-benn degemer ur respont dre bostel.
Ar skejad FAG a c'hallit arverañ er varrenn verdeiñ, war an tu kleiz war bajennad degemer OpenOffice.org. Emañ ar goulennoù savet d'an aliesañ er Foar ar Goulennoù.http://user-faq.openoffice.org/.
Lec'hienn internet OpenOffice.org a ro annez da IssueZilla, hor benveg krouidigezh danevelloù, benveg arheuliañ ha diskoulmañ ar beugoù hag ar c'hudennoù. Pedet eo pep arveriad ganeomp da reiñ kel evit ar c'hudennoù hag a vefe kejet outo war ur savenn dibarek. Reiñ kel eus ar c'hudennoù ent reizhiadel zo unan eus ar c'hendaoladoù pouezusañ degaset d'ar gumuniezh gant an arveriad evit diorren hag arwellaat arstalek an heuliad meziantoù.
Ho kendaolad oberiat da ziorren raktres meur Open Source a zegasfe kalz da gumuniezh OpenOffice.org.
Evel arveriad ez oc'h ur c'henlabourer prizius e framm an argerzh diorren eus an heuliad burevek-mañ. Ho pediñ a reomp en em ouestlañ muioc'h c'hoazh en ur gendaolañ e oberioù ar gumuniezh war hir termen. Kit en hor strollad ha gweladennit ar bajennad dediet d'an arveriaded d'ar chomlec'h :http://www.openoffice.org
An doare gwellañ evit kregiñ da gemer perzh eo lakaat hoc'h anv war ur roll posterezeh, strivañ un tamm, ha tamm ha tamm arverañ dielloù ar postelioù evit bezañ en ho pleud gant an danvezioù niverus lakaet er maez abaoe ma 'z eo bet kaset tarzh boneg OpenOffice.org er maez e miz Here 2000. Ur wech ma viot en ho pleud, kasit ur postel emginnig ha lammit e-barzh. Mard eo anavezet ar raktresoù digor o zarzh, gwiriit hor roll Da Ober evit kavout un dra da ober e http://development.openoffice.org/todo.html.
Kavet e vo amañ dindan un toulladig rolladoù skignañ eus ar raktres mar fell deoc'h en em enskrivañ dezhañ.http://www.openoffice.org/mail_list.html
Degas a c'hallit ur c'hendaolad priziuz d'ar raktres Open Source meur-mañ forzh pe vefe ho skiant prenet gant ar gouleviñ pe an ergrafañ meziant. Ya, ganeoc'h-c'hwi !
D'ar chomlec'hhttp://projects.openoffice.org/index.htmlkavet e vo ganeoc'h raktresoù o tont eus Lec'hiañ, Treuzkas, Kenlabour betek raktresoù evit bonegañ kraoñelloù gwir. Ma n'eus ket un diorrenour ac'hanoc'h, klaskit an Teuiaduriñ pe raktresoù a-fet arwerzhouriezh. Arveret e vez gant raktres arwerzhouriezh OpenOffice.org doareoù kenwerzhel hengounel ha gerilha evit brudañ ar meziantoù digor o zarzh ha dre ar yezhoù hag ar c'hultur emaomp oc'h ober an dra-se, neuze, mar fell deoc'h reiñ da c'houzout keleier diwar-benn OpenOffice.org d'ur mignon, e skoazellfe hor raktres.
Gallout a rit reiñ skoazell deomp dre vont e-touez rouedad titouriñ ha kehentiñ arwerzhouriezh d'ar chomlec'h da-heul :http://marketing.openoffice.org/contacts.html Gallout a rit pourchas daveoù gant ar gwask, ar mediaoù, an aozadurioù foran, ar burevioù kuzuliañ, ar skolioù, strolladoù arveriaded Linux hag an diorrenourion en ho pro hag ho rannvro.
Ul labour plijus a hetomp deoc'h gant OpenOffice.org 2.0 ha fiziañs hon eus kejañ ouzhoc'h war al lec'hienn Internet.
Ar gumuniezh OpenOffice.org
(null)